Snake River
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/df/Lostidahomap.png/250px-Lostidahomap.png)
Ar stêr Snake pe Snake River (e saozneg) a zo ur stêr eus Stadoù Unanet Amerika, e gwalarn ar vro. Talvezout a ra an anv kement ha "naer" e saozneg ; moarvat e teu eus un arouez gant stumm "S" bet graet gant an Amerindianed Shoshone gant o daouarn evit diskouez doare neuial an eoged.
1 670 km hed zo dezhi hag an adstêr hirañ d'ar stêr Columbia eo. E Wyoming emañ hec'h eienenn, e Park Broadel Yellowstone, ha redek a ra goude etrezek Park Broadel Grand Teton.Treuziñ a ra stad Idaho ha stummañ a ra ar vevenn gant Oregon. Mont a ra goude-se e-barzh Washington evit kemberiñ gant ar stêr Columbia e Pasco.
1610 m³/s eo ar fonnder keidennek anezhi.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/2d/Snake_River_at_Alpine%2C_Wyoming.jpg/250px-Snake_River_at_Alpine%2C_Wyoming.jpg)